Bienvenue sur Viadeo
Créez votre compte en 30 secondes

BRETAGNE > BZH Network

Les sujets de discussion

Ci-contre se trouve la liste des sujets actuellement en cours de discussion.

En cliquant sur un sujet de discussion, vous accéderez à la l'ensemble des contributions des membres du hub sur ce sujet.

Il vous sera alors possible de participer à la discussion en postant votre propre contribution.

Discussions en cours

War ar BZH Network rouedad, bez eus kalz brezhonegerien. Ar gevrenn-mañ a zo evit ho eskemmoù e brezhoneg! (Sur le réseau BZH NETWORK, nombreux pratiquent la langue bretonne. Cette rubrique est donc dédiée aux échanges en breton !)
Olivier Calarnou | Directeur Général - Filiale Lyon, SHRED IT France
Olivier Calarnou
Directeur Général - Filiale Lyon, SHRED IT France
Grip ar moc'h
jeudi 1 octobre 2009


Penaos eman ar bed ganeoc'h c'hwi?
Ha paket oc'h bet gant grip ar moc'h.
Emichans eman ganeoc'h ur maskl ha manegoù eus ar c'hentan evit en em warezin!

Ha ma vije ar c'hlenved-man un doare da luzian hor sell war ar gwir kudennoù (sokial, armezhel ha me oar me)? N'ho peus ket sonjet d'an dra-se c'hoazh?

C'hoari gant an ankenn a zo aes da lakaat e pleustr gant forzh piv a fell dezhan bezan klevet ha selaouet digant an holl. Ne gav ket deoc'h?

Chomomp sioul ha fur, pennfollin ne zegaso netra ouzhpenn.
Touin a ran dirazoc'h ne bokin ket mui va gwreg ken ma ne vo ket aotret din d'hen ober gant ar gouarnamant.

Leuskel a ran ac'hanoc'h da gouezhan evit kemer ho tiviz. Grit ho soubenn hoc'h unan.

Ken ar c'hentan gwell.

Stéphane PÉAN | Cadre, PSA Tokyo Office, Japon
Stéphane PÉAN
Cadre, PSA Tokyo Office, Japon
Ecole de Breton en Ligne et en Réseau
mercredi 24 décembre 2008

Par Jeff Le Cloarec

Né du constat qu'il était anormal que la langue bretonne ne puisse être apprise à tout moment et en tout lieu, l'association Skolanet s'est entourée des meilleurs experts pour proposer un produit de qualité permettant à chacun de travailler à son rythme. Basé sur la célèbre méthode Oulpan, Edubreizh.net s'appuie sur une progression éprouvée par de nombreux centres de formation classiques comme "Skol an emsav".

En adhérant à Edubreizh.net les apprenants vont intégrer un véritable centre linguistique: à l'Ecole de Breton en Ligne et en Réseau, ils utiliseront des ressources pédagogiques conçues selon leur niveau, ils échangeront avec des enseignants-tuteurs, ils partageront leur expérience avec les autres apprenants, ... La progression sera orale comme écrite grâce à des outils variés et une utilisation appropriée du multimédia.

Edubreizh.net est en cours de développement. Une version bêta sera proposée début 2009. Pour l'heure il est possible:

- De répondre à une enquête en ligne ...

Agnès LE NAN - HEBERT | COMMERCIAL & MARKETING France et Export, MAROQUINERIE DE LUXE
Agnès LE NAN - HEBERT
COMMERCIAL & MARKETING France et Export, MAROQUINERIE DE LUXE
En dro e Breizh
mardi 18 novembre 2008


Kuitet am m'eus va bro pell zo.
Soñj em m'eus bremañ da zont en dro evit beva e Breiz adarre.

Ret eo din kaout eul labour araog.
Piou a hello lavar din e pelec'h zeus labour en arwerzhouriezh (marketing) pe komers etrevroadel.

Ne meus ket komzet Brezhoneg aboe pell.
Setu neo ket aes skriva kennebeut.

Ma hellit digas keleier en koulz vad evit sikur ac'hanon..

Mersi bras

Oanez
Agnès



Jean Lastennet | Economiste d'entreprise
Jean Lastennet
Economiste d'entreprise
Pred e Brezhoneg e Ti Jos e Pariz
jeudi 30 octobre 2008

Bep eil lun ar miz ez eus pred e Brezhoneg e ti-krampouezh Ti Jos.

Deuit niverus neuze da zebriñ krampouezh (pe voued all !) ha da varvailhat en hor yezh :

emgav :

An emgav
D'al lun 10-11 a viz Du da 19°30
Dirak Ti Jos
30, straed Delambre
Pariz 14°

Stéphane PÉAN | Cadre, PSA Tokyo Office, Japon
Stéphane PÉAN
Cadre, PSA Tokyo Office, Japon
Webnoz ... on parle un peu de Bretons du Japon !
mardi 16 septembre 2008

Merci Claude !

Webnoz Skrivit buan war ho teiziataer :
Diriaou 18 a viz Gwengolo : WebNoz ispisial Claude Nadeau !

Petra ’ouiit war ar sonerezh barok, e Breizh hag e lec’h all ? Nebeut a dra ?
Emgav amañ da selaou un arzourez deut deus ar C’hebek ha sot gant Breizh !

War-eeun deus À l’aise Breizh Café, e Gwened, 8 eur 30 noz

http://www.surlaplace.tv/voflashlive/live.php?stream=WebNozBaz&path=&id=83

Jean Lastennet | Economiste d'entreprise
Jean Lastennet
Economiste d'entreprise
Pred e Brezhoneg e Ti Jos e Pariz
lundi 1 septembre 2008

Ur pred a vo e Ti Jos d'al lun 8 a viz Gwengolo d'an abardaezh.
Debrin krampouezh mat Ti Jos, evan chistr ha kaozeal brezhoneg evel-just : plijadur a vo sur ha n'eo ket marteze

Warlene dija oa bet aozet ar predoù-se bep eil lun ar miz adalek miz C'hwevrer ha berzh noa graet ar predoù-se kinniget gant Ti ar Brezhoneg. Peadra da gaout plijadur o kaozeal brezhoneg en un degouezh laouen.

Neuze deuit niverus !

An emgav :
D'al lun 8 a viz Gwengolo da 7°30 noz
Dirak an ti-krampouezh Ti Jos
30, straed Delambre
Pariz 14°
Metro : Vavin pe Edgar Quinet

Anne Blavette | étudiante, EPF
Anne Blavette
étudiante, EPF
Brezhonegerien e Beijing?
jeudi 17 juillet 2008

Demat d'an holl!

Me 'zo un danvez-brezhonegerez hag ur staj a rin e miz Genver e Beijing (6 miz).

Klask a ran brezhonegerien evit kaozeal pa vin ahont.

Spi am eus am bo kalz a emailioù!

D'ar c'hentañ gwell!

Anna

Olivier Calarnou | Chef des ventes grands comptes, Infotec
Olivier Calarnou
Chef des ventes grands comptes, Infotec
klask zo!
dimanche 6 juillet 2008

Tud a vro lyon,

lennit a-dost ar pennadig da heul. Brezhoneger, o vevan emaon e lyon. Ar pezh a fell din sevel eo ur seurt mod d'en em zarempredin gant bretoned all eus lyon brezhonegerien anezho.
Mont a rafemp bep an amzer d'ur pub bennak pe d'ur preti evit eskemm e yezh hor bro.
Setu gortoz a ran ho postel gant plijadur evit rein lans d'ar raktres man.
a galon.
Olivier Calarnou

Olivier Calarnou | Chef des ventes grands comptes, Infotec
Olivier Calarnou
Chef des ventes grands comptes, Infotec
chom a-us kousto pe gousto
jeudi 20 mars 2008

pa welan an dud o strivan evit bezan perc'henn war o zi, war o c'haravanenn e teu din ar sonj ez omp aet sot gant ar c'hoant diskouez, al lans da lugernin e touesk ar re all evel ur steredenn en noz.
Lod a sonj dezho ez eo an arc'hant stêr ar vuhez, lod all (pegan a ran enno) a sonj dezho ne dalvez ket ar boan d'en em werzhan d'an diaoul evit dont a-benn da waskan an amezeien muian karet.

Mont a ran skuizh gant ar c'hemmdi hag ar gounid arc'hant aes ha didruez.
Gant ma troio an avel an abretan posubl evit ma teufe an dro karantez an den ha netra ken!
Ur sternial uhel masklet ha troet war ar vuhez.
Olivier

Jean Lastennet | Economiste d'entreprise
Jean Lastennet
Economiste d'entreprise
Ar Bourse o tont war a-dreñv, un dra vat goude-holl ?
samedi 9 février 2008

N'eo ket pep hini o ouelañ abalamour d'ar Bourse bezañ deut war a-dreñv. Bez ' ez eus un den hag a gav dezhañ eo un dra vat goude holl.

“N'eo ket kemmet talvoudegezh an embregerezhioù” eme an Aotrou Skosat John Kay (http://www.johnkay.com) a skriv er Financial Times. Kemmet eo pezh a vezont prizet hepken. Gwerzhet o c'hevrannoù gant tud kozh ha prenet gant tud yaouank hag o deus amzer da c'hortoz. Setu treuskaset un tamm mat a binvidigezh eus an eil rumm d'egile.

A-dra-sur, emañ an darn vuiañ ac'hanoc'h o klask eveldon penaoz gounit arc'hant er bourse. N'hon eus ken nemet postiñ ur som dalc'hus bep miz, eme JK, anezhañ armerzhour, ha war an hir termen e talvezo muioc'h eget ar pezh hon devezo paet. Setu ! En em gavomp a-benn un ugent bloavezh ac'hann hag e vo gwelet !

A fall in prices can often be good news (e saozneg) :
http://www.johnkay.com/industries/534

Nicolas RENOU | RENOU Nicolas
Nicolas RENOU
RENOU Nicolas
eilañ-pegañ hennen!!
dimanche 11 novembre 2007

Google kenrouedad:

http://www.google.com/intl/br/

Nikolaz

Yann Gourves | comédien; auteur; animateur; jri
Yann Gourves
comédien; auteur; animateur; jri
ur sitkom e brezhoneg da welet amañ !
vendredi 8 février 2008

8 rann da welet amañ. krog eo al labour war an eil rummad (leurennBzH 2)

Rann / Episode 1 :
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=26012008&ehux=5406

Rann / Episode 2 :
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=29012008&ehux=0101

Rann / Episode 3 :
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=01022008&ehux=2006

Rann / Episode 4 :
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=02022008&ehux=2502

Rann / Episode 5 :
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=05022008&ehux=2704

rann / épisode 6
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=05022008&ehux=5521

rann / épisode 7
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=06022008&ehux=5921

rann / épisode 8
http://www.tvrennes35.fr/pages/p_vod.php?sdi=458&xdi=08022008&ehux=2200

kasit ho soñjoù !!!

YH Gourves

Stéphane PÉAN | adjoint au directeur, PSA Peugeot Citroën, Tokyo
Stéphane PÉAN
adjoint au directeur, PSA Peugeot Citroën, Tokyo
Blog Ouest-France : Digreizennañ Japan
mardi 25 septembre 2007

Ar framm politikel ha melestradurel japanat, savet diwar ar skouer c’hall, zo o vont da greskiñ pouez e rannvroioù. Pal an adreizhadur bet roet lañs dezhañ e 2003, zo kreskiñ emrenerezh ar strollegezhioù lec’hel e-keñver arc’hant. Ha broudañ a ra ar metoù ekonomikel da vont war an tu-se.

E miz C’hwevrer warlene, en deus kinniget ar C’huzul Enklask war ar Sistem gouarn lec’hel, un aozadur kuzuliañ ar gouarnamant, ur rentañ-kont oc’h aliañ krouidigezh rannvroioù gant galloudoù kreñvoc’h. Anvet “Sistem Rannvroel Doshusei”, e kinnig ar raktres sevel rannvroioù nevez emren, en ur gendeuziñ ar prefetioù zo bremañ (tremen eus 47 “prefeti” da 7 pe 9 rannvro), hag en ur zigreizennañ galloudoù ar ministrerezhioù kreiz.

SEVEL RANNVROIOÙ KREÑV
Ar prefetioù, par da guzulioù-departamant ar Stall c’hall, a zo lakaet a-gostez gant kresk ar galloudoù lec’hel, dre m’eo techet ar strollegezhioù da unaniñ. E 2006, niver ofisiel kumunioù Japan zo aet dindan an niver a 2 000 (pa’z eus tost 37 000 e Frañs). Daoust da raktres ...

Claude Nadeau | Musicienne classique: clavecin, orgue, musique ancienne
Claude Nadeau
Musicienne classique: clavecin, orgue, musique ancienne
WebNoz : emgav e miz Gwengolo e Pariz !
vendredi 31 août 2007

D’ar 21vet a viz Gwengolo da 8e30 (eur Paris) e vo skignet WebNoz diouzh ar Breizh Touch e Paris, an abadenn gentañ e brezhoneg war eeun war Internet. Gant an abadenn-se, evit ar wech kentañ bez eus moaien d’an internataerien a oar brezhoneg d’ober goulennoù d’an dud pedet en abadenn, ha da lavarout o soñj war eeun. Adskignet e vo an abadenn e-pad ur miz ha pinvikaet gant fichennoù pedagogel da sikour ar vrezhonegerien da c’houzout muioc’h diwar o yezh.

Lionnel Buannic, hag a zo anavet mat get ar brezhonegourien evit bout bet penn-kelaouenner TV Breizh hag a ginnig c’hoazh pennad e brezhoneg en Telegramme pep sizhun a gemer perzh er raktres-se : sur-walc’h e vo traoù da welet ha da glevet !

E miz Gwengolo, e touez an dud pedet e vo :

- Yann-Fañch Kemener, kaner, http://www.kemener.com/
- Iwan B., rapper e brezhoneg, http://profile.myspace.com/index.cfm?fuseaction=user.viewprofile&friendid=132309828
- Claude Nadeau, klavisimourez, prezidantez Skoazell Diwan Paris, http://www.claudenadeau.net

Lec'hienn ...

Stéphane PÉAN | adjoint au directeur, PSA Peugeot Citroën, Tokyo
Stéphane PÉAN
adjoint au directeur, PSA Peugeot Citroën, Tokyo
Degemer mad war BZH Network !
vendredi 31 août 2007

e brezhoneg mar plij ...

geriadur :
http://www.lexilogos.com/breton_langue_dictionnaires.htm